• Brezhoneg

Mediaouegoù

Mediaouegoù Kemper Breizh Izel : ur rouedad en ho servij !

Mediaouegoù Kemper Mediaouegoù Kemper

C’hoant ho peus da zeskiñ un tamm portugaleg enlinenn a-raok mont da weladenniñ Lisboa ? Da gavout mennozhioù evit adkinklañ diabarzh ho ti pe adkempenn ho liorzh ? Da amprestañ kelaouennoù, romantoù… ? Gallout a rit en ober !
Ar mediaouegoù a zegemer ac’hanoc’h ingal evit labourat hoc’h-unan pe gant ur strollad, evit labourat war an urzhiataerioù prestet deoc’h evit mont war ar Genrouedad m’ho pez ezhomm pe c’hoazh evit gwelet abadennoù (diskouezadegoù, bannadennoù filmoù, atalieroù…).

Boestadoù ostilhoù, lec’hioù a blijadur hag a ziduamantoù, Mediaouegoù Kemper Breizh Izel zo kement-se holl ha kalz a draoù all c’hoazh…

Digoust ha digor d’an holl eo ar mediaouegoù : n’eus ket ezhomm da vezañ koumanantet evit bezañ degemeret c’hwek !

Dek mediaoueg

  • mediaouegoù Alain-Gérard, Penharz hag an Erge-Vihan e Kemper,
  • mediaouegoù an Erge-Vras, Ploveilh, Plogoneg, Pluguen, Ploneiz, Gwengad ha Lokorn.
  • Tud a vicher en ho servij, a zegemer ac’hanoc’h hag a ro alioù deoc'h.
  • Ouzhpenn 400 000 teul : levrioù, CDoù, DVDoù, kelaouennoù…
  • Danvez enlinenn : skignañ en ur froud, ebooks, kentelioù enlinenn...
  • Abadennoù digoust : prezegennoù, diskouezadegoù, emgavioù, bannadennoù...
  • Atalierioù liesvedia
  • Ul levraoueg dibar eus hor glad