Troioù-bale
It da welet Kemper hag he zolpad-kêrioù dre an troiadoù-bale war droad, nevez-krouet pe nevez-kemmet gant « Gwenodennoù ar Stankalar » ha « Baleerien Kerne » ; div gevredigezh ezel eus kevredigezh c'hall ar baleadennoù war-droad. Gant an eizh hentad-se e c’hallit bale dre garterioù ar gumun,en ur dremen dre al liorzhoù hag ar gwezegi hep disoñjal glannoù koant an Oded hag ar Stêr-Deir.
Ar sturlevr® « Les environs de Quimper, Fouesnant et Briec à pied » a ginnig ar 17 troiad bale war droad PT*. Ennañ e kavoc’h ivez un nebeud troiadoù kinniget e kumunioù bro Fouenant hag e Bro C’hlazik. (9,5€ - Ti an Douristed Kemper Kerne ha stalioù bras).
Ar sturlevr « Balades et vous dans Quimper communauté » evit an dud n’int ket ken barrek da vale, pe er c’hontrol evit an dud a zo o klask un droiad evit embreger o c’horf da vat, a ginnig tri hent nevez hag a oa bet balizennet e 2015 gant Kêr Gemper, gant skoazell ar gevredigezh « Kemper troioù-bale ». E glas int balizennet war an dachenn :
Er sturlevr « Balades et vous dans Quimper communauté » ez eus deskrivet 23 zroiad bale war droad kinniget gant eizh kumun an tolpad-kêrioù. Gallout a reer prenañ anezhañ e 3 € e ti an douristed Kemper Kerne hag e kumunioù zo (goulennit titouroù en ho ti-kêr).
Evit sikour ac’hanoc’h da welet an troiadoù kinniget e c’haller kaout kartennoù enlinenn. Ur wech ma vioc’h war ar bajenn-se, heuilhit an traoù kammed-ha-kammed ha grit ho tibab ! Baleadenn vat deoc’h !
Troiadoù bale MTB
E park ar sportoù hag an dudiamantoù e c’hall an holl dud mont da bleustriñ war an holl sportoù kinniget o-unan pe sterniet gant ar c’hevredigezhioù a bep seurt a zo war al lec’h :
E-kichen an obererezhioù merdeiñ, ar palikedoù, BMX, park plankennoù-ruilh, c’hoarioù evit ar vugale, ha kement zo… ez eo park ar sportoù hag an dudi al lec’h loc’hañ evit mont gant e varc’h-houarn dre 5 troiad MTB d’ober anaoudegezh gant Kemper.
Gant an troiadoù eus 9 da 39 km e kinniger liveoù diaesterioù a bep seurt adalek « aes-kenañ » betek « diaes-kenañ » evit an droiad vras 39km.
Gant ar 14 troiad all a zo war dachenn Kemper Breizh Izel, e kumun Fouenant hag e Bro C’hlazik, ez eont d’ober un dibab troiadoù bale MTB kinniget gant diazlec’h MTB-Traoñienn an Oded, a zo bet roet ul label dezhañ gant Kevread touristerezh war varc'h-houarn Frañs.
Ti an Diazlec’h MTB zo er 159, boulouard Krec’h Gwenn, dres dirak antre ar poull-neuial Aquarive. Gallout a rit goulenn alioù ouzh an implijad pad a labour e-barzh evit dibab ho troiad hervez ho live pe hervez ho c‘hoant ha kavout a reoc’h ar sturlevr « Randonnées à VTT » hag ur porzh gwalc’hiñ ennañ ivez.
Poellgor-departamant an touristerezh war varc'h-houarn
Pgz 02 98 52 00 81
bases-vtt-29@orange.fr
http://www.bases-vtt-29.fr/ (roudoù GPS a c’haller pellgargañ)
Ar sturlevr « Randonnées à VTT » kinniget gant an diazlec’h MTB-KMHF Traoñienn an Oded a vez gwerzhet e 5 € e Ti an Douristed Kemper Kerne, Ti an Douristed Brieg, ti-kêr an Erge-Vras hag e burev pad MTB Poellgor-departamant an touristerezh war varc’h-houarn e Krec’h Gwenn.
Evit sikour ac’hanoc’h da welet an troiadoù kinniget e c’haller kaout kartennoù enlinenn. Ur wech ma vioc’h war ar bajenn-se, heuilhit an traoù kammed-ha-kammed ha grit ho tibab ! Baleadenn vat deoc’h !
*PT = Pourmenadennoù ha Troioù-bale