En Smba e vez graet stummadurioù uhel war ar c’henwerzh etrebroadel, ar reoliñ hag an dasparzhañ.
Smba kambr kenwerzh ha greanterezh Kemper Kerne (KKG) zo enni tri fol deskadurezh uhel :
- ar pol kenwerzh etrebroadel Europa-Azia ;
- ar pol merañ ha melestriñ an embregerezhioù ;
- ar pol kenwerzh ha dasparzhañ.
E Kampus Smba e vez degemeret 200 stajiad, studierien pe gopridi, bep bloaz.
Pol Kenwerzh Etrebroadel : programm war bemp bloaz roet er stummerezh kentañ
- Talvoudekaat Bachelouriezh +3 : BBA in Europe-Asia International Business
- Talvoudekaat Bachelouriezh + 4 dre un diplom doubl :
- diplom anavezet gant ar Stad « Kargad aferioù Europa Azia »
- diplom Skol-veur (Kenwerzh Etrebroadel Europa-Azia », e kenlabour gant IAE – SBI Brest
- Talvoudekaat Bachelouriezh + 5 : MBA in Europe Asia International Business
Pol Merañ ha Melestriñ an Embregerezhioù : stummadurioù diplomus kinniget er stummerezh dibaouez evit ar c’hropridi embregerezhioù, ar glaskerien labour hag an hiniennoù
- Diplom anavezet gant ar Stad Bachelouriezh +3 « penn embregerezh diorroer EBE » roet gant Skol Melestrerien Breizh.
- Aotreegezh war ar Mererezh, kinniget e kenlabour gant IAE–SBI Brest.
- Master 2 MAE, kinniget e kenlabour gant IAE–SBI Brest.
Pol Kenwerzh ha Dasparzhañ : stummadurioù diplomus dre an deskardelezh a-bep-eil pe dre gevratoù micherelaat
- Diplom anavezet gant ar Stad Bachelouriezh +2 « Prezour Kenwerzhel », « Merour Unvez arbennikaet war ar Gwiadoù hag an Dilhad »
- « Merour kenwezhel arbenikaet war ar sport »
- Diplom anavezet gant ar Stad Bachelouriezh +3 « Atebeg Melestrer an Dasparzhañ »
Skol velestriñ Breizh Atlantel
1, bali aod ar Gorkerien – Krec’h Gwenn
29000 Kemper - Pgz 02 98 10 16 16 - Plr 02 98 10 16 00 - administration@isuga.fr
www.emba.fr