Gant Kemper Breizh Izel e vez sikouret an embregerezhioù d’en em staliañ, da greskiñ ha da chom enni. Degas labour d’an dud ha reiñ lañs d’an ekonomiezh a fell deomp ober da gentañ-penn.
Gant an tolpad-kêrioù ez eus 8000 m², koulz e tiez an embregerezhioù, koc’hu an deknologiezh, labourvaoù, labouradegoù hag atalieroù da c’hortoz.
Un tregont embregerezh bennak zo staliet er savadurioù-se.
Enno e kaver embregerezhioù a bep seurt hag a bep ment :
- embregerezhioù industriel el labouradeg da c’hortoz er Gelen hag e porzh ar Gornigell,
- embregerezhioù artizanel en atalieroù da c’hortoz e Kergonan,
- embregerezhioù an trede gennad e tiez an embregerezhioù,
- stalioù bioteknologiezh pe industriezh ar boued el labourvaoù hag en Adria, koc’hu an deknologiezh.
Tiez an embregerezhioù
- E ti an embregerezhioù e Krec’h Gwenn, 2 100 m² dezhañ en holl, ez eus en em staliet ur stroll kevredigezhioù hag a sikour sevel pe adkemer embregerezhioù. Savet ez eus bet ul leurenn rez-an-douar abalamour da staliañ 7 burev evit teir c’hevredigezh hag a sikour krouiñ embregerezhioù : ADIE, Bretagne Active hag ar Boutique de gestion.
Savadurioù da c’hortoz
- Labouradeg da c’hortoz er Gelen, straed Albert Stefan, 2 000 m²
- Atalier da c’hortoz e Kergonan, straed Fañch Begot, 1 000 m²
- Atalier da c’hortoz e porzh ar Gornigell, 2 100 m²
- Atalier da c’hortoz e Kerbernez, 700 m²