• Brezhoneg

Neveziñ hag enklask

Bro an neveziñ hag an enklask

Gant Kemper Breizh Izel e vez graet al liamm etre an obererezhioù er vro ha broudet an dud da labourat asambles. Bezañ gouest d’ober traoù asambles, da vroudañ an dud ha da sikour ar re a ya war-zu an neveziñ hag an enklask zo talvoudus da vat evit reiñ lañs d’ar c’hornad.

Kreizennoù neveziñ teknologel arbennik-tre

Adria Développement : kreizenn vailhoni war dachenn industriezh ar boued, er penn a-raok a-fet kalite, surentez ar boued ha neveziñ produioù ha doareoù, kinnig a ra servijoù (enklask, neveziñ, stummañ, aliañ…) da embregerezhioù industriezh ar boued, o fourvezerien, ar skignerien hag an embregerezhioù a zo liammet outo (pakata, gwezeladoù, diagnostikoù ha kement zo). Ar greizenn labour-douar hag agrobouedel gentañ e Breizh eo ha brudet eo en estrenvro.

www.adria.tm.fr

ACT Food Bretagne : ur c’hevread nevez eo, ennañ pemp kreizenn neveziñ teknologel (ADRIA, CEVA, IDmer, Vegenov ha Zoopôle Développement).

Breizpack : ur greizenn neveziñ teknologel, etrefas enklask/pakata, eo Breizpack, gant ur rouedad 300 embregerezh hag a zegas o ampartiz evit pakadurioù graet e danvezioù a bep seurt, mekanikoù pakata ha servijoù liammet gant se (dizagn, pakata oberiañs…).

Kaset e vez ar rouedad en-dro gant daou ijinour pakata a-ratozh hag a ginnig aliañ, evezhiañ, stummañ, sikour ijinañ raktresoù…

www.breizpack.net

Ar Cinq, da lavaret eo « kreizenn etre embregerezhioù niverel Kemper » : en ul lec’h 1 500 m2 dezhañ e c’hall an embregerezhioù kavout un toullad ostilhoù d’ober gant teknikoù ar gwirvoud galloudel. Moullerezioù trimentek micherel, kav gwirvoud galloudel (ur skramm teir c’hostezenn dezhañ hag a c’haller gantañ, gant lunedoù a-ratozh, ur banner hag un urzhiataer, mont e-barzh ul lec’h ha n’eus ket anezhañ), traoù kevreet…

Kenlabourat a ra Kemper Breizh Izel gant ar raktres nevezus-se.

Kreizennoù enklask hag ul labourva anavezet e Frañs a-bezh

Kreizennoù enklask hag ul labourva anavezet e Frañs a-bezh Kreizennoù enklask hag ul labourva anavezet e Frañs a-bezh

Al Lubem : troet eo labourva enklaskoù Skol-veur Breizh-Izel gant studi ar vevliesseurted hag ekologiezh ar mikro-organegoù, kement-se war dachenn industriezh ar boued hag ar yec’hed

www.univ-brest.fr/LUBEM/

An Inra, Ensavadur broadel klaskerezh agronomek.

Labocéa Labocéa

Labocéa, al labourva publik brasañ e Frañs. Tonket eo d’ober war-dro kefridioù evit ar servij publik hag evit mad an holl evit respont da ezhommoù ar Stad, ar strollegezhioù tiriadel, an embregerezhioù hag an dud en o-unan.

Kinnig a ra dielfennañ war dachenn yec’hed al loened, industriezh ar boued, an dour hag an endro, amiant ha yec’hed hag endro, yec’hed ar plant hag aliañ war dachenn ar boued hag an endro.

www.labocea.fr

Labexia : Labexia zo un izembregerezh eus ar stroll Carso a zo er penn a-raok evit an dielfennañ e Frañs. Kinnig a ra d’an embregerezhioù a labour war dachenn industriezh ar boued pe an dasparzherezh bras, kontrolliñ produioù liesseurt evel boued evit an dud, boued evit ar chatal, produioù da lakaat ouzhpenn er boued...

Lec’hienn web

An Teknopol Kemper Kerne, e servij an embregerezhioù nevezus

An Teknopol Kemper Kerne, e servij an embregerezhioù nevezus An Teknopol Kemper Kerne, e servij an embregerezhioù nevezus

Sikour a ra ar re a vez o kas raktresoù nevezus da benn war a bep seurt tachennoù :

  • priziañ ar raktresoù
  • sikour an embregerezhioù da brientiñ argantaouiñ ar raktresoù
  • sikour anezho da glask lojeiz
  • ambroug er bloavezhioù kentañ
  • kinnig ur rouedad mailhed war ar gwir ha war an telloù, marketing, klask ha diorren, etrebroadeladur...

Sikour a ra ivez an embregerezhioù bihan-tre, bihan hag etre a fell dezho kas ur raktres nevezus da benn, pe e vefe o-unan pe a-stroll :

  • diagnostik
  • klask kevelerien
  • klask argant
  • sikour merañ ar raktres...

En teknopol emañ skourr Valorial evit Kornôg Breizh, a zo ur pol kevezusted agrobouedel anavezet e Frañs a-bezh, hag a labour evit ar boueta en amzer-da-zont.

Kemer a ra perzh e obererezhioù ar Pol Mor Breizh Atlantel.

Kenlabourat a ra gant ar MEITO (ur gevredigezh hag a gas traoù en-dro gant an holl obererien evit reiñ lañs d’ar filierenn elektronek, urzhiataerezh ha pellgehentiñ e Kornôg Frañs) ha gant CBB CapBiotek Bretagne (ur greizenn treuzkas teknologiezhioù hag a ra gant doareoù kimiek ha bevdeknologel evit produiñ danvezioù nevez).

Lec’hienn Internet

Skolioù-meur enno 5000 a studierien

Skolioù-meur enno 5000 a studierien Skolioù-meur enno 5000 a studierien

E Kemper ez eus tost da ugent skol deskadurezh uhel ha kinniget e vez ouzhpenn 50 stummadur enni. Degemeret e vez tost da 5000 a studierien.

Daou lec’h zo enno ouzhpenn pep a 1000 studier eus Skol-veur Breizh-Izel :

  • ar greizenn skol-veur Pêr-Jakez Heliaz : 3 c’hevrenn, stummadurioù difer war ar boued, an touristerezh, ar glad, an trede gennad (kenwerzh, merañ)
  • an IUT : 1400 a studierien en eil lec’h pennañ evit Breizh
  • hag ivez an ESPE, skol uhel ar c’helennerezh hag an deskadurezh.

Anez ankouaat ar pol Azia evit deskiñ ar sinaeg, ar c’horeaneg hag ar japaneg a vez studiet el liseoù, an aotreegezh saozneg-sinaeg hag en ISUGA betek ar master.

Kinniget e vez a bep seurt : stummadurioù war industriezh ar boued, ar vevoniezh, an arzoù, al lizhiri, ar yezhoù ha skiantoù mab-den, kenwerzh, merañ, aveerezh, touristerezh ha glad, dudi, mezegiezh ha sokial, skiantoù ha teknikoù, sekretouriezh ha bureveg, kelenn...

Graet eo ar stummadurioù-se, koulz dibaouez hag a-bep-eil, evit respont ar muiañ da ezhommoù an embregerezhioù a zo er vro : industriezh ar boued, energiezh, sevel tiez, letierezh-pretierezh, touristerezh, trede gennad, micherioù an industriezh...

Evit gouzout hiroc’h, mont er rubrikenn Kelennadurezh uhel

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh