Kemper Breizh Izel a ra war-dro kenaozañ emgavioù tro-dro d’an embregerezhioù ha d’an implij da-geñver ur politikerezh youlek evit kas an ekonomiezh en-dro.
D’ober petra ? Evit mont eus ar soñj d’an ober.
Ne c’hall ket ar gaserien raktresoù c’hwitañ war an emgav-se, un digarez eo da gement den a fell dezhañ kregiñ e-barzh (implijidi, tud dilabour, pennoù embregerezhioù) d’ober anaoudegezh gant ar re – evel bankoù, kontourien-mailhed... – hag a oar mat eus ar vicher krouiñ pe adkemer embregerezhioù.
Kiniget e vez ivez atalieroù pleustrek war meur a dem (studiañ ar marc’had, sevel ur steuñv argantaouiñ, statudoù an aembregerezhioù, argantaouiñ a-stroll...).
Salon Explor’Emploi
Evit kavout labour, sevel e raktres micherel, tapout barregezhioù nevez, cheñch micher...
E-barzh Explor’emploi - Explor’formation ez eus en em vodet tud hag a labour e bed an embregerezhioù (eus ar re vihanañ d’ar re vrasañ), stalioù stummañ (koulz publik ha prevez) hag an ensavadurioù a labour asambles ganto.
Evit piv ?
Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh