• Brezhoneg

Kumunioù

14 kumun an tolpad-kêrioù Kemper Breizh Izel zo enni eizh kumun : Brieg, Edern, an Erge-Vras, Gwengad, Kemeneven, Kemper, Landrevarzeg, Langolen, Landudal, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz ha Pluguen. En em astenn a ra war ur gorread 479,4 km² ha 100 412 annezad zo enni.

Kartenn Kemper Breizh Izel

Kartenn Kemper Breizh IzelVoir l'image en grand Kartenn Kemper Breizh Izel

Brieg

Le centre-ville de Briec. Le centre-ville de Briec.

Brieg zo ur gumun 5 627 annezad hag en em astenn war 6 787 hektar. En ul lec’h kaer emañ, gant un enezennig, er reter, lec’hiet etre Landudal hag Edern, ha bevennet eo en norzh gant kumunioù Lotei ha Gouezeg, er su gant Kemper hag an Erge-Vras, er c’hornôg gant Landrevarzeg ha Kast.

Emañ Brieg war-hed un dek munut bennak gant ar c’harr diouzh Kemper, ha war-hed 45 min diouzh Brest. Treuzet eo a norzh da su gant an hent broadel An Oriant-Kemper-Brest, en ul lec’h strategel emañ. E bourc’h Brieg emañ an darn vrasañ eus an annezidi o chom hag eno emañ an holl servijoù publik. Strewet eo ar peurrest eus an dud en un nebeud kêriadennoù ha lodennaouegoù bihan hag a zo e su ar gumun.

Brieg zo bepred gouestlet da ekonomiezh ar maezioù met emañ an agrobouederezh hag an trede gennad o vont war-raok. Brieg zo ur gumun dedennus anezhi, en deiz hiziv, hag a ginnig kalz a servijoù d’an dud : magouri, ESM, skolioù publik ha prevez eus ar skol-vamm d’ar skolaj, kreizenn-dudi, diwallerezh skol. Aveadurioù sport kaer zo enni ivez : tachennoù mell-droad, tennis, leurenn atleterezh, skate park, sportvaoù, dojo, poull-neuial, ha kement zo. Ur rouedad ouzhpenn kant kevredigezh a laka birvilh e Brieg.

* ESM : Erlec'h skoazellerezh-mamm

Edern

Edern, commune de 2250 habitants Edern, commune de 2250 habitants, située à 16 minutes du centre-ville de Quimper.

Edern, ur gumun 2 200 annezad, a oa, da gentañ, ur peniti diazezet gant sant Edern en 10vet kantved. Ur gumun a labour-douar eo chomet, ur gumun lorc’h enni gant glad he savadurioù. Met kêriekaet e vez muioc’h-mui ha degemer a ra tiegezhioù yaouank. Emañ war-hed 16 munut diouzh Kemper gant ar c’harr hag evel-se e c’hall annezidi ar gumun kavout eno servijoù ur gêr vras.

Glad ar savadurioù hag ar maezioù, puilh ha liesseurt, a gaver e pep lec’h dre zouaroù torgennek ar gumun, ha c’hoant a ro da vont da bourmen ha da ober anaouegezh gantañ. Dedennus eo ar gumun ha startijenn zo ganti. Kement-se a c’haller gwelet gant ar rouedad artizaned, labourerien-douar ha kevredigezhioù stank ha buhezek.

En Edern e vez kinniget un hollad klok a servijoù hag a stalioù-kenwerzh nes, ur burev-post ha div skol kentañ derez (25 skoliad), unan brevez en o zouez, lec’hioù evit an annezidi d’en em gavout ha da gaozeal, ha brav eo ar vuhez er gumun gant kement-se holl.

Gant uhelaat ar c’has e gevred ar gumun ha gant ar wienn emeur o staliañ, Edern he deus, en he ziriad a-bezh, ul live kas a zo mat evit an urzhiataerioù hag a blij d’an embregerezhioù ha d’an annezidi.

Gant ar c’hevredigezhioù e vez kinniget un dibab ledan a obererezhioù sport ha sevenadur. Er greizenn André Angot e c’hall ar c’hevredigezhioù, an embregerezhioù o devez c’hoant hag an dud prevez aozañ abadennoù, emvodoù pe obererezhioù hervez o ezhommoù.

An Erge-Vras : ur gêr c’hlas !

Le bourg d'Ergué-Gabéric Le bourg d'Ergué-Gabéric

Gant ur boblañs hag a vez ingal o kreskiñ (8140 annezad) e vez diskouezet bemdez gant an Erge-Vras e c’haller lakaat kalite an endro a-unan gant lusk an ekonomiezh.

An Erge-Vras, puilh enni al lec’hioù natur evel lec’hienn goadek Stankalar, zo bevennet gant div stêr, an Oded hag ar Jed.

An Erge-Vras, e-kichenik Kemper, ha gant ur framm tost da hini ur gêr vras, a ginnig an holl servijoù a ra d’an dud bevañ mat bemdez : skolioù mamm ha kentañ derez, frammoù degemer evit ar vugale yaouank, ur Greizenn Sevenadurel, aveadurioù sport, treuzdougen er c’hêrioù, stalioù etre ha stalioù nes.

Kalz embregezhioù zo staliet enni.

Gwengad

Gwengad Gwengad

Emañ Gwengad war-hed 13 km diouzh Kemper. Ar gumun zo enni 1705 annezad hag en em astenn a ra war 2272 hektar.


Ur skol, ur buvev-post hag ur vediaoueg (pgz 02 98 91 19 38) zo digor d’an dud e Gwengad.

Un endro plijus zo e Gwengad. Un daou-ugent embregerezh bennak zo staliet enni.

Kemeneven

Dont a rafe anv Kemeneven eus « Kemenet Maen », aotrouniezh Maen, un aotrou eus an XIvet kantved. Ur gêr vihan war ar maez eo, nepell diouzh ar mor hag a oa bet savet en-dro da dri fol : ar vourc’h, ar gar hag ar Gergoad.

Treuzet eo Kemeneven gant ar Stêr-Deir, un adstêr d’an Oded. Hounnezh a red meur a wazh enni ha gant-se e oa bet gallet sevel kalz a veilhoù gwechall. Ar gumun zo 2821 hektar he gorread gant un tammig ouzhpenn 1119 annezad.

Grit ur bourmenadenn vrav dre Goad an Dug en un endro kuzh ha glas !

Kemper

parvis parvis

Kemper, pennlec’h Penn-ar-Bed ha kêr-benn Kerne, zo e su an departamant hag emañ war-dro 15 km diouzh ar mor, war lez an Oded.

Landrevarzeg

Le bourg de Landrévarzec. Le bourg de Landrévarzec.

En norzh da Gemper emañ Landrevarzeg, ur gumun diwar ar maez, ha bevennet eo en norzh gant kumunioù Kast, Kemeneven ha Plogoneg, er reter gant kumun Brieg hag er c’hornôg gant Traoñienn ar Stêr-Deir. Treuzet eo Landrevarzeg a norzh da su gant an hent-departamant 770 a liamm Kemper ha Brest kenetrezo. En niveridigezh diwezhañ (EBSSA 2016) e oa 1836 den o chom enni, gant ur stankted a 84,4 annezad dre km2. 91.1 % eus al lojeizoù er gumun zo tiez-annez pennañ.

Pinvidik eo Landrevarzeg gant he obererezh ekonomikel liesseurt, e gennadoù evel al labour-douar, an artizanerezh, ar c’henwerzh hag an agrobouederezh (Gwyader Gastronomie, Croissant « « Les volailles de La Bruyère Blanche », Volaven).

Dibar eo glad ar savadurioù er gumun : chapel Itron-Varia Kilinenn (eus ar XVvet kantved) hag he c’halvar, iliz-parrez Sant-Gwennole er vourc’h, feunteunioù Sant-Gwennole (straed Ti Koad), feunteun Sant-Yann (e-kichen an iliz) ha feunteun Kilinenn.

Ur bern kevredigezhoù a bep seurt a ziskouez o deus kalz a startijenn hag int digor a-fet ar sevenadur.

Ur skouer vat, e-touez re all, eo ar c’helc’h keltiek « Gwenn ha Du », a zo un dileuriad a-zoare eus ar gumun e Breizh hag e Frañs a-bezh.

Landudal

Le bourd de Landudal. Le bourd de Landudal.

Emañ Landudal war-hed 5 km diouzh Brieg ha war-hed 15 km diouzh Kemper, e-kichen an hentoù bras. 874 a baotred hag a verc’hed zo o chom e Landudal.

Ur gumun diwar ar maez eo, troet a-viskoazh war-zu al labour-douar. Stummet eo he maezioù gant al liesgounezerezh, ar sevel loened hag ar gwerjeoù. Dre m’eo diblaen adremez ar gumun ha ma ma n’eo ket bet adlodennet an douaroù ez eus gallet mirout girzhier stank ha glas enni. Kalz a wenodennoù-bale a chom.

Puilh eo istor ar gumun, gant ar merdeer Erwan-Jozef a Gergelenn a Drevareg, en doa dizoloet inizi Kergelenn hag a oa bet kannad 1 pastell-vro Kemper.

Da c’houzout : e 1818 e oa 4 meilh e kumun Landudal. Daoust ma ned eont ket mui en-dro e c’haller gwelet o dismantroù c’hoazh.

Lec’hioù all a gaver e Landudal, evel ar stêr-gannañ bleuniet koant en antre ar vourc’h hag ar gwenodennoù a dreuz maezioù naturel ha gwarezet, evel ma weler gant ar gwenodennoù-bale stank a chom. Rak treuzet eo douaroù ar gumun gant ar GR 38, gant ur wenodenn a gas da Sant-Jakez a Gompostela, gant Tro Breizh ha gant troioù-bale stank all.

E Landudal, harpet war he istor hag he ardremez, e c’haller kontañ ivez war ur rouedad kevredigezhioù puilh (11 kevredigezh), ur c’hlub hag ur skol MTB* hag he zakad gourdonañ, ur c’hlub mell-droad, jiminas, zoumba,…

Emaomp e soñj e kumun Landudal da sevel ur c’harter nevez (Kloz Dourlez) ha da derkañ hentoù doujus e-kichenik ar vourc’h.

*MTB = Marc’h-houarn treuz bro

Langolen

La mairie de Langolen. La mairie de Langolen.

Langolen, ur gumun 876 annezad anezhi, war ribl an Oded, zo nebeutoc’h eget 20 km diouzh Kemper ha gallout a reer mont betek aodoù su an departamant dindan 30 mn. Plijus eo bevañ er gumun gant he bourc’h digor ha leun a blant hag a ro an tu da vont da bourmen war ar maez tro-war-dro a-hed ar gwenodennoù-bale.

Al labour-douar eo an obererezh pennañ er gumun ; un dek artizan bennak zo ivez hag ur stal-kenwerzh nes, un davarn, un davarn-kabared, ur skol kentañ-derez, un ajañs-post, hag ivez kevredigezhioù evit ar sport hag ar sevenadur.

Dibar eo glad Langolen gant he iliz eus ar XVvet kantved, he c’halvarioù ha domani kastell Trohaned a-c’haol war kumunioù Langolen ha Brieg.

Lokorn, Kêr arz hag isto

Lokorn, Kêr arz hag istor Lokorn, Kêr arz hag istor

Abalamour d’he savadurioù a-zoare ez eus bet roet labeloù a-leizh da Lokorn : « Kêrioù Bihan Neuziet-Kaer Breizh » hag « Unan eus Kêriadennoù Kaerañ Frañs ».

E-touez an holl diez kaer a zo enni, eus ar 17vet hag an 18vet kantved, emañ ostel Kompagnunezh an Indez, Burev ar gwiadoù, ar varc’hadourien lien pinvidik…

War ur menez emañ Lokorn, en ur glad naturel dibar, 5 km diouzh ar mor, hag un tregont kilometr bennak a wenodennoù zo enni.

Gant braventez ar gêr vihan-se ez eus bet dedennet artizaned arz a-leizh. E korn ur straed pe ur blasenn eo pedet ar weladennerien da ober anaoudegezh gant o bed e-barzh un atalier pe ur palier.

Plogoneg

plogonnec plogonnec

Plogoneg, ur gumun 3070 annezad e-kreiz un natur gwarezet, zo war-hed 23 km diouzh Kemper, kêr-benn Kerne ha pennlec’h Penn-ar-Bed, war-hed 10 kmp diouzh Douarnenez, ur porzh pesketa, brudet he bae hag he aodoù-traezh, ha war-hed 4 km diouzh Lokorn, unan eus ar c’haerañ kêrioù neuziet-kaer e Frañs.

Dasparzhet poblañs Plogoneg etre tri zolpad tiez dreist-holl : ar Vourc’h, ar C'hroezoù ha Sant-Alc'houen, ha gouestlet ez eus 70 % eus gorread ar gumun d’al labour-douar.

E Plogoneg e kaver stalioù-kenwerzh nes, servijoù prederiañ ha yec’hed, ur burev-post, un takad labourerezh, artizaned vat, teir skol kentañ derez, hag unan brevez en o zouez, un annez herberc'hiañ evit an dud oadet dalc'het (A.H.D.O.D.) hag ur bod buhez.

Gant he c’hevredigezhioù leun a startijenn e kinnig Plogoneg un dibab bras a obererezhioù war dachenn ar sevenadur hag ar sport gant gwenodennoù bale ha MTB.

Ar c’halite bevañ, ar glad relijiel puilh gant c’hwec’h chapel hag un iliz renevezet ha digor d’an dud, hag ivez ar boued eus ar vro, a ra eus ar gumun-se, a zo gevellet gant Llandysul, ur gêr eus Kembre, ur gêr m’eo brav bevañ, diskuizhañ, en em gavout asambles.

Ploveilh, ur gumun m’eo brav bevañ !

plomelin plomelin

Lec’hiet-kaer eo Ploveilh war lez dehoù an Oded, hanter-hent etre Kemper hag an aodoù traezh munut a zo war ribl ar mor Atlantel : Benoded, Sant-Voran, Enez-Tudi. Ur gumun dudius ha degemerus lec’h m’eo brav bezañ o chom, diverrañ e amzer pe kemer an amzer da vevañ hepken.

An Oded hag ar gwenodennoù bale stank a hed he glannoù pe a dremen dre ar maezioù a ra anezhi ur gumun gant perzhioù talvoudus-kenañ a-fet an touristerezh ha gant un endro eus an dibab.
Aveadurioù nes a-leizh a vez kinniget d’an annezidi : div skol kentañ derez hag ul lise liorzhouriezh, savadurioù sport ha kreizennoù sevenadurel, tachennoù sport, golf Kerbernez gant e hentad 9 zoull en un endro dibar, tiez arbennikaet, evel ti retredidi Ti Gwenn hag a-benn nebeut un ti gouestlet d’ar vugale (liesdegemer, ESM…)

Stank eo rouedad ar c’hevredigezhioù ha kalz a startijenn zo gant ouzhpenn 50 kevredigezh a ginnig obererezhioù a-leizh a-hed ar bloaz, ken war dachenn ar sport ken war dachenn ar sevenadur. Degas a ra ar c’hevredigezhioù-se o lod evit rein buhez d’ar gumun gant abadennoù a-leizh : arvestoù, sonadegoù, saloñsoù, diskouezadegoù, anez disoñjal ar Mondial Pupilles a zegas brud da Bloveilh e pevar c’horn ar bed.

Ploneiz

Plonéis. Plonéis.

Ploneiz (2192 annezad), ur gumun war harzoù Kemper, zo war-hed 8 km diouzh ar gêr-se ha war-hed 12 km diouzh Douarnenez hag he zraezhennoù. En em astenn a ra Ploneiz war 2199 hektar, gant 1651 hektar a dachennoù labour-douar en o zouez.
Er gumun e kaver gaz naturel hag ur reizhiad yac’husaat stroll, prest eo he lodennaouegoù hag he zakadoù labourerezh da zegemer annezidi nevez hag embregerezhioù nevez.

Er gumun ez eus ivez ur skol, ur c’hantin hag un diwallerezh troskol, aveadurioù evit ar sevenadur hag ar sport : ur vediaoueg, ur sal liezimplij, tachennoù mell-droad, tachennoù tennis, salioù judo ha salioù-kigennañ.

War dachenn ar yec’hed ez eus kabinedoù mezeien, dentourien, dorloerien-leuñvourien ha klañvdiourien. Un apotikerezh hag ur servij taksioù-ambulañsoù zo ivez.

Startijenn zo gant ar c’hevredigezhioù sevenadurel, sport ha dudi (lenn, gwareziñ ar glad, poellgor gevelliñ, jiminas luskek, mell-droad, marc’h-houarn, tennis, petank, kigennañ, bale, dañsoù…). Kinnig a reont da bep hini un dibab bras a draoù evit diverrañ e amzer, hep disoñjal an endervezhioù diduadennoù gant kenseurtiezh ar retredidi.

Gant an ULBAM e Bro-C’hlazik (Unvaniezh lec'hel buhezañ ar maezioù) e vez kinniget, ouzhpenn abadennoù sevenadurel, ur skol sonerezh.

Gant Radio Kerne e vez skignet abadennoù brezhonek adalek Ploneiz.

Evit echuiñ ez eus e Ploneiz un endro bevañ plijus en ur vourc’h adkempennet gant he stalioù nes (baraerezh-pastezerezh, baraerezh stal-voued, kigerezh, tavarnioù, ficherezed-blev, pretioù, gourmarc’had…) ha stalioù artizaned hag embregerezhioù a-leizh.

Ur glad puilh ha liesseurt zo gant ar gumun, gant he iliz-parrez, he div chapel (Santez-Anna hag Intron-Varia ar Vujud) hag ivez manerioù (Kergaben, Kerven), meilhoù (Lanc’houloù ha Kerven), feunteunioù (Sant Jili, ar Vujud) ha Kastell Marc’hallac’h ».

Gant un droaid-vale « e mammenn ar Gwaien » e c’haller kavout gweloù-kaer brav a-leizh (evel gwere Kerlann Vihan), ha gwenodennoù don a-dreuz maezioù naou-dinaou ar gumun.

Pluguen

La mairie de Pluguffan La mairie de Pluguffan

N’eus ket 5 km etre Kemper, kêr-benn Kerne, ha kumun Pluguen. Gwisket he deus ar vourc’h neuz ur gêr vihan e-lec’h ma vev an darn vuiañ eus ar 4807 annezad. E-kreiz ar vourc’h emañ an iliz, ur savadur rummet anezhi, hag a bep tu dezhi ez eus tiez kozh adkempennet. Ar c’harterioù pavilhonoù nevez, mesket gant ar maezioù, zo liammet-mat ouzh ar straedoù pennañ, birvilh enno a-fet ar vuhez sokial hag ekonomikel. Gant hentoù-bale suraet ha gant 18 km a wenodennoù-bale tro-dro d’ar vourc’h e c’hall an dud mont d’ober pourmenadennoù a bep seurt en un endro bevañ plijus.

E-kichen ur gennad labour-douar kreñv en em astenn war tost da 2000 hektar diwar 3 209 hektar ar gumun ez eus e Pluguen tri zakad labourerezh dindan ar gumun hag un takad nevez-kempennet dindan ar gumuniezh. An aerborzh zo un dra vat all e servij Kerne a-bezh.

Pluguen, ur gêr war ar maez, a zegemer ac’hanoc’h hag a ginnig deoc’h, diouzh an dro, sioulded, birvilh ha startijenn. Servijoù hag aveadurioù foran a-leizh zo enni. E Pluguen ez eus ivez stalioù-kenwerzh ha servijoù nes, servijoù yec’hed hag all, koulz hag artizaned. Bev-buhezek eo he rouedad kevredigezhioù liesseurt ha gant-se e vez dedennet muioc’h a dud c’hoazh.

Gant al lec’h m’emañ, gant he danframmoù hag he ekonomiezh enni ur mil implij bennak dija, eo kaer an dazont ekonomikel a zigor dirak ar gumun.

Ti-kêr Kemper – Kemper Breizh Izel

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex Pgz 02 98 98 89 89 - plr 02 98 95 27 93 - contact@quimper.bzh

Eurioù digeriñ

Ti-kêr kreiz
Degemer : a Lun da Wener eus 8e30 da 6e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e
Marilh ar boblañs : a Lun da Wener eus 8e30 da 5e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e Servijoù all : a Lun da Wener eus 8e30 da 12e hag eus 1e30 da 5e30