Ar vonedusted, ar monedone hag ar fiñvusted zo traoù a bouez evit Breizh. Setu perak o deus kinniget ar Stad ha Kuzul-rannvro Breizh e miz Genver 2019, un Emglev Monedusted ha Fiñvusted evit Breizh gant ur sell kadarn ha hardizh war ar palioù da dizhout. Evel-se e kendalc’ho an Emglev, e-touez traoù all, ar promesaoù graet evit monedusted an trenioù e Breizh evel :
Ul Linenn Tizh Bras nezez war-zu ar c’hornôg a oa bet digoret d’ar 1añ a viz Gouere 2017. Drezi e c’hall an trenioù mont ha dont gant un tizh etre 300 ha 320 km/e. Evel-se eo digresket a 45 mn an amzer d’ober ar veaj etre Pariz ha Kemper.
Al liamm Kemper-Brest graet gant an THR a oa bet adlakaet e servij e miz Kerzu 2017 goude ur bloavezh labourioù evit adneveziñ 70 kilometr a hentoù.
Ar raktres Breizh Tizh Bras a gemer harp ivez war modernadur al linennoù Roazhon-Brest ha Roazhon-Kemper. Ar pal eo kenderc’hel an efed LTB, berraat pad ar beajoù, lakaat muioc’h a drenioù da dremen.
Evit harpañ ar raktres-se, Kemper Breizh Izel, ar Stad, Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, SNCF Gares&Connexions hag SNCF Réseau o deus prometet kenlabourat evit adkempenn ar Pol Eskemmoù Liesvod e Kemper. D’ar Merc’her 13 a viz C’hwever 2019 o doa sinet ur gevrat pol a resisa tachenn ar raktres, ar c’houstoù hag an implij-amzer anezhañ.
*TTB = Tren Tizh Bras
Vue d'architecte de l'aménagement futur du PEM de la gare de Quimper.
Emañ ar raktres evit adkempenn ar Pol Eskemmoù Liesvod (PEL) e Kemper e-barzh ul lusk evit terkañ al linennoù hent-houarn evel ne oa ket bet biskoazh evit Breizh. Al lusk-se anvet Breizh Tizh Bras (BTB) eo ar raktres terkañ rannvroel bras a zo e bal lakaat Breizh da vezañ aesoc’h da dizhout, tostoc’h da Bariz hag evit ma vo darempredet gwelloc’h gant ur rouedad diabarzh. Un degouezh kaer eo evit an tiriad a-bezh da zedennañ muioc’h a dud.
Savet eo ar ratkres Breizh Tizh Bras evit ma vo dispaket an LTB Breizh Broioù-al-Liger a liamm Kemper ha Pariz kenetrezo e 3e31 ha gant 2 veaj TTB mont-ha-dont ouzhpenn etre Kemper ha Pariz. Ober a ra ar veajourien o mad ivez eus kenereoù gwellaet e Roazhon.
Gant modernaat an hent-houarn etre Brest ha Kemper ez eo bet gwellaet an aveadurioù evit dont da Benn-ar-Bed gant liammoù efedus etre Brest ha su Breizh betek Naoned. Degas a reomp ivez ur c’hinnig ouzhpenn tren + karr-boutin. Asambles gant al linenn LTB eo bet kreñvaet ar c’hinnig THR ha gwellaet e vez ar c’henereoù TTB.
Ar pol eskemmoù liesvod zo ul lec’h koublañ ha liammañ gant modoù dilerc’hiañ a bep seurt : ar c’herzhed, an divrodegoù, an doareoù treuzdougen boutin (ar busoù e kêr hag ar c’hirri-boutin), an tren (an TTB hag an THR), an taksioù hag ar c’hirri hiniennel. Ar pol eskemmoù liesvod zo ur savenn ma kej an holl zoareoù treuzgouden. Gantañ e c’hall an implijerien choaz o mod da vont ha dont ha sikouret e vez an etremodelezh.
Evit diawelet hag ambroug an efed LTB o deus prometet Kemper Breizh Izel, ar Stad, Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, SNCF Gares&Connexions ha SNCF Réseau kenlabourat evit adkempenn ar pol eskemmoù liesvod (kejadennoù tren – karr-boutin – bus – karr – tud war droad ha marc’hhouarnerien) e Kemper.
Gant an difrae-se ez eus bet gallet sevel, e-barzh ur rakstudiadenn, ur senario aozañ, ma talc’her kont eus ar c’hêraozañ, ar c’hementad a dud, ar vonedusted hag an etremodelezh e tolead ar gar.
War-lerc’h sevel al Linenn Tizh Bras, gwellaat ar rouedad hent-houarn betek Kemper ha kreñvaat ar c’hinnig THR e kresko kalz niver ar veajourien evit an treuzdougen dre hent-houarn (1,35 à 1,6 milion a-benn 2025 e-skoaz 920 000 e 2016 evit ar rouedad hent-houarn), hag ivez evit an treuzdougen boutin (1,15 milion a veajourien e 2025 e-skoaz 914 000 e 2014 evit gar ar c’hirri-boutin). Evit respont d’an emdroadurioù-se hag evit degemer an engroeziad nevez-se diouzh ar gwellañ ez eus ezhomm da adkempenn ar PEL.
Klotañ a ra adkempenn ar Pol Eskemmoù Liesvod gant an oberoù padus ha gant ur c’hempouez etre an doareoù da vont-ha-dont gant modoù treuzdougen a-stroll, an doareoù oberiat (kerzherien/marc’hhouarnerien) hag ar c’hirri hiniennel.
Pal ar raktres eo reiñ tro d’an dud dalc’het en o c’herzhed da vont ha dont e pep lec’h. Setu e vo kempennet savadur ar veajourien, gar ar c’hirri-boutin, ar c’haeoù hent-houarn hag an holl dakadoù diavaez en doare ma c’hallo an holl dud da mont ha dont aes e pep lec’h. Ar pal eo ivez aesaat d’an holl dud mont buan d’ar gar gant ar modoù treuzdougen a bep seurt (modoù a-stroll, modoù dous, kirri ha taksioù).
Ur benveg a-zoare eo adkempernn ar PEL evit adkempenn an takadoù ken war dachenn ar c’hêraoazañ, ken war dachenn an ardremez, dreist-holl e bali ar Gar hag e bali an Dieubidigezh. Ur bazenn a bouez eo evit emdroadur ar c’harter.
Pal ar raktres kêraozañ, anvet « 765 bali », eo talvoudekaat an endro bevañ, degemer ur gêrig evit an embregerzhioù ha harpañ neveziñ an annezioù.
E 2018 e oa bet roet lañs gant Kemper Breizh Izel d’ur genstrivadeg mestroniezh al labourioù evit an dreuzell a-us an hentoù-houarn, an terkadurioù e kêr hag evit gar ar c’hirri-boutin. Tri embregerezh o deus kinniget ur raktres :
Gant ar c’huzul-kumuniezh e oa bet kadarnaet choaz mestr al labourioù d’ar Yaou 31 a viz Genver 2019. Ar strollad choazet eo an hini savet en-dro d’an Ajañs THR, priziet e 2018 gant Priz Meur ar C’hêraozañ.
Kinnig a ra ar raktres choazet ur « Park War Lusk » talvoudus-kenañ e-keñver an ardremez evit reiñ un identelezh « gar park » d’ar PEL, en ur sikour an eskemmoù etremodel hag ar mont ha dont d’ar gar. Gant an aveadur nevez-se e vo diskouezet peseurt neuz en do karter nevez ar gar ha penaos e vo treuzfurmet. Goude-se e vo kendalc’het ar cheñchamantoù a vo graet er c’harter-se gant ar raktres kêraozañ 765 bali.
Diwar an dreuzell a liamm al leurenn ouzh ar parklec’h norzh e c’haller gwelet an hentoù-houarn evel pa vefed war ur were. An elfennoù eeunlinennek a ya da ober ar savadur-se, hag eñ bras-divent, a ro ur stumm glanaet dezhañ.
E 2019 e vo graet labourioù evit gounit tachennoù. Diskaret e vo, da skouer, an Hall Sernam ha kazel savadur ar veajourien.
Ur parklec’h foran berrbad a vo krouet ivez war ar fraostoù ma oa hentoù-houarn evit bastañ d’an ezhommoù a vo evit aozañ ar chanter.
Gant ul leurenn vras dirak ar gar e vo kenereet ar modoù treuzdougen a bep seurt diouzh ar gwellañ ha kinniget e vo un takad foran nevez evit ar veajourien ha tud ar c’harter.
En takadoù foran-se e vo savet lec’hioù tremen nevez akomod evit ar gerzherien hag ar varc’hhouarnerien pa vint o tont eus kreiz-kêr, eus reter ar c’harter, eus ar su hag ivez eus an norzh. Digor e vo ar gar war ar gêr.
Un dreuzell-vale a-us an hentoù-houarn
Krouet e vo un dreuzell-vale etre karterioù evit mont d’ar c’haeoù hent-houarn.
Kement-se zo graet evit aesaat ar mont ha dont d’an dud dalc’het en o c’herzhed, dre lakaat pignerezioù en daou benn d’an dreuzell ha war bep kae. Gant an dreuzell-se e c’haller gwellaat an implij eus parklec’h ar sal liessport. Al labourioù evit aesaat ar mont ha dont a vo klokaet gant meur a stignad ha miret e vo ar riboul a vremañ ha lakaet e vo diouzh ar reolennoù.
Adkempennet e vo en doare da zegemer diouzh ar gwellañ muioc’h a veajourien, da ginnig servijoù nevez, da aesaat ar mont ha dont, da greskiñ surentez ar veajourien ha da warantiñ un etremodelezh efedus gant gar ar c’hirri-boutin. Pa vo bet diskaret kazel savadur ar veajourien e c’hallor digeriñ al leurenn war-zu an dreuzell-vale nevez, gar da zont ar c’hirri-boutin ha war-zu reter ar c’harter a vo lakaet da cheñch war hiroc’h dermen.
85 plas parkañ berrbad a vo savet er c’hornôg da savadur ar veajourien. Gant an dreuzell nevez e c’hallo an dud mont betek 335 plas e parklec’h ar sal liessport. Er parklec’h hirbad e vo kinniget 135 plas parkañ. Gant ar raktres nevez e rakweler krouiñ un ti evit ar beloioù gant 50 plas parkañ suraet ennañ ha gwaregoù belo war al leurenn.
Dilec’hiañ gar ar c’hirri-boutin
Er raktres e rakweler krouiñ ur gar nevez evit ar c’hirri-boutin, gant 16 kae dizalc’h goudoret evit darn dindan un treuziad eus an Hall Sernam. Enni e c’hallimp degemer kirri-boutin hag a ra beajoù pell.
Er gar e c’hallor ivez degemer an taksioù, a vo lakaet da barkañ e-kichen savadur ar veajourien hag an dreuzell evir mont d’ar c’haeoù.
Evit aesaat an eskemmoù etremodel etre gar ar c’hirri-boutin ha savadur ar veajaourien KBHF* e vo kinniget un hall etremodel ma vo degemeret lec’h titouriñ ha gwerzhañ gar ar c’hirri-boutin.
* KBHF = Kevredad broadel hentoù-houarn Frañs
Gant ar raktres e c’haller aesaat an etremodelezh etre ar modoù mont ha dont a bep seurt : TTB, THR, kirri-boutin, busoù, kirri hiniennel, taksioù, beloioù ha kerzhet. Evel-se e vo aesoc’h d’an dud kompren penaos diraez ar modoù treuzdougen a bep seurt. Dre al leurenn e vo aesoc’h mont d’ar c’haeoù evit busoù rouedad kêr.
Aozañ mestroniezh al labourioù : Kemper Breizh Izel anvet da MOA unik evit an dreuzell hent-houarn, ar c’hempennadurioù e kêr ha gar ar c’hirri-boutin, SNCF Gares&Connexions evit adkempenn savadur ar veajourien, SNCF Réseau evit al labourioù da aesaat mont d’ar c’haeoù hag al labourioù stag ouzh an dreuzell.
Ar c’houst rakwelet evit ar raktres zo 33,2 milion a euroioù.
Arc’hantouet eo gant :