Atout Sport, kinniget gant Kemper Breizh Izel, a zo ur formulenn evit ober anaoudegezh gant obererezhioù sport, sevenadurel pe skiantel a c’haller pleustriñ en tolpad e-pad ar vakañsoù skol (nemet e-pad vakañsoù Nedeleg). Kinniget e vez d’ar vugale, d’ar grennarded·ezed, hag evit eurioù zo, d’an dud deuet. Reiñ a ra tro da zeskiñ diouzh ouzhpenn 30 obererezh ha kement-se, e prizioù izel-kenañ.
Er programm : sirk, badminton, basket, echedoù, kraperezh, iskrim, jiminas, mell-dorn, hoke war botoù-ruilh, judo, liessport, botoù-ruilh, tennis, tennis-taol, atleterezh, marc'hegerezh, golf, hentad-reteriñ, pesketa, rugbi, gwaregañ, kaiak, kaiak-pesketa, neuierezh, bageal dre lien, arzoù, arzoù neuziañ, eurvezh ar re vihan, gwrierezh, sonerezh, c’hoariva.
Prenit ho pilhidi Atout Sport dre unanenn en unan eus al lec’hioù gwerzhañ. N’int ket staget ouzh un obererezh resis. A-drugarez dezho e c’hallit mont d’an holl obererezhioù a zo kinniget, d’an deizioù ha d’an eurioù a zo mat deoc’h.
Gallout a reer prenañ ar bilhidi en holl lec’hioù gwerzhañ kustum.
Gwiriit ez eo posubl c’hoazh mirout bilhidi evit an obererezhioù a blij deoc’h d’an deiz ha d’an eur a zo mat deoc’h a-raok prenañ anezhe. Gwiriit ivez e chom plasoù en ur vont e darempred gant ar c’heveler e-karg.
Ret eo aotre ar gerent evit ar vugale a zo dindan 18 vloaz. Ur fichenn enskrivañ a ranko bezañ leuniet ivez gant ar berzhidi a zo muioc’h evit 18 vloaz. Ar furmskridoù a vez kavet el lec’hioù gwerzhiañ pe enlinenn da bellgargañ.
Al lec’hioù gwerzhañ :
1,6€ eo priz dre unanen ar bilhidi Atoud Sport. Gwerzhet e vez 16€ ivez un dreistbilhed hag a dalv 10 bilhed dre unanenn.