Da heul labourioù ar bodad kumuniezh brezhoneg he doa kinniget Kemper Breizh Izel ur weladenn heñchet da vrezhonegerezed ha brezhonegerien ar vro e miz Even. Goude an darvoud kentañ-mañ e ro lañs an Tolpad-kêrioù d’ur programm abadennoù nevez e brezhoneg, “Flapomp!” e anv, gant teir abadenn a-raok fin ar bloaz.
Gant “Flapomp!”e fell da Gemper Breizh Izel kemer perzh e buhez ar c’horn-bro e brezhoneg ha krouiñ lec’hioù ha mareoù nevez gouestlet da implij ar brezhoneg er vuhez foran.
Emgav da 10e30 war al lec’h, dirak ar chapel, evit ar weladenn hag ur banne a-raok kimiadiñ.
Perzhidi : 15 den d’ar muiañ
Pad : 1e30 dre vras
Digoust eo an abadenn
Emgav da 10e30 er Skol vroderezh evit ar weladenn hag ur banne a-raok kimiadiñ.
Perzhidi : 20 den d’ar muiañ
Pad : 1e
Priz : 5€, da baeañ war al lec’h
Emgav da 11e30 er stal, e Plasenn an amann, evit un dañvadeg diwar-benn an doareoù bier disheñvel a zo anezhe
Perzhidi : 15 den d’ar muiañ
Pad : 1e
Priz : 15€, da baeañ war al lec’h