Kreizennoù neveziñ teknologel arbennik-tre
Gant Kemper Breizh Izel e vez graet al liamm etre an obererezhioù er vro ha broudet an dud da labourat asambles. Bezañ gouest d’ober traoù asambles, da vroudañ an dud ha da sikour ar re a ya war-zu an neveziñ hag an enklask zo talvoudus da vat evit reiñ lañs d’ar c’hornad.
Skolioù-meur enno 5000 a studierien
E Kemper ez eus tost d’un ugent skol deskadurezh uhel bennak hag ouzhpenn 50 stummadur.
Le parc de Creac'h Gwen.Photo : Ville de Quimper
E-kichen kreiz-kêr ha war lez an Oded, en un endro hollgaer, emañ Park sportoù ha dudi Krec’h Gwenn. Un takad natur dudius eo ha mat evit ar sportoù dindan an amzer. Ul lec’h eo ivez evit diskuizhañ, en em gavout gant tud all, hag ul lec’h pourmen evit ar familhoù.
Troiadoù bale MTB
It da welet Kemper hag he zolpad-kêrioù dre an troiadoù-bale war droad